Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/403

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391
III LEVR. — XLVIII KENTEL.

reuzeudik ma’z ounn, ez euz atao brezel em c’hreiz hag em euz drouk ouz-in va-unan, rak endra ma c’hoanta va spered sevel, ar c’hik ne glask nemet ann traou izel ha displet.

5. — Nag a boan am euz-me ! Pa fell d’in sevel va ene war-zu traou ann env, setu e teu rak-tal ar c’hik ha kement zo oc’h he heul, d’am distrei dioc’h va feden. O va Doue, na bellait ket diouz-in, na zilezit ket ho servicher pa vez drouk enn-hoc’h. Strinkit ho luc’hed, skubit ar fallaziou a wask ac’hanoun, tennit ho pirou evit ma’z ai e-biou d’in va enebour hag he droidellou.

Plijet gan-e-hoc’h trei etrezek enn-hoc’h va ene ha kement zo enn-oun, grit mac’h ankouanac’hainn kement tra zo er bed, grit ma tisprizinn ha ma pellainn diouz-in ann holl faltaziou a zigas ann techou-fall. Gwirionez a zo a viskoaz hag a vezo da viken, roit d’in nerz, enn aoun na zeufenn da veza trechet gant nep seurt traou gwan. O va Doue, dudi ann eneou, deut enn-oun hag e tec’ho dira-z-oc’h kement tra louz a zo.

Ho pezet truez ouz-in, plijet gan-e--