Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/405

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
393
III LEVR. — XLVIII KENTEL.

ann ene ; rak komz a rann a galoun vad euz ann traou a garann, ha klevet laouen a rann ive ar re a gomz anezho, hag ar sonj euz ann traou-ze a ia d’am heul e pep leac’h.

Euruz eo ann den a brenn dor he galoun oc’h ann holl draou krouet, dre garantez ouz-hoc’h, Aotrou ; euruz eo ann hini a stourm out-han he-unan ha, dre nerz he spered, a voug enn he galoun holl c’hoantegesiou fall ar c’hik. Euruz eo ann hini a ra kement-se holl evit mac’h hello he ene glann kinnig d’e-hoc’h, Aotrou, he beden zantel. Euruz eo ann hini a ra kement-se evit mac’h hello mont gant ann Elez da gana ho meuleudiou, va Doue, goude en em zistaga enn he ziabarz hag enn he ziaveaz dioc’h kement tra a zo krouet.


EVIT HOR C’HELENN.


Ar c’hlenvejou, ann ankeniou, ar poaniou, ann temptasionou, ar c’hoant hon doug, kaer hon euz, da glask ann euruzded ne gavomp ket anezhi war ann douar ; kement-se holl a ra d’e-omp, dalc’h mad, kaout sonj euz ann amzer