Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/406

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

euruz-ze a bado da viken. Eno neuze, dioc’h ma tesk d’e-omp ar Feiz, ni hor bezo Doue he-unan, ni hor bezo ar gwir beoc’h hag ar mad dreist pep mad, ar mad a bado hep paouez, ar mad a c’hoantaomp gant holl nerz hon ene. Setu perak ar Zent a skuill daelou druz enn eur zonjal er chadennou pounner a zalc’h c’hoaz anezho war ann douar ; setu perak ann Abostol sant Paol a lavar : Me garfe e venn distag dioc’h va c’horf ; evit ma’z afenn gant Jezuz-Krist. Neuze ne vezo mui na aoun, na daelou, na stourm ; neuze e vezimp treac’h hag euruz evit mad. Mar tridomp gant levenez pa zeu enn hor c’haloun eunn elven hep-ken euz ar Wirionez dreist-holl, petra na raimp-ni ket pa welimp anezhi o strinka stank he lugern enn-dro d’e-omp ? Mar d-eo ker mad d’hor c’haloun kaout karantez er vuez-man, peger mad ’ta ne vezo ket, pa hellimp terri hor sec’hed ebarz ar feunteun a garantez.

Ia, Aotrou, me garfe e venn distag dioc’h va c’horf evit beza gan-e-hoc’h da viken. Ar sonj-ze, hep netra ken, a ra vad d’am c’haloun ; er sonj-ze eo ema va buez. Na petra eo ar bed evid-ounn ? Na petra en deuz-hen da rei d’in ? Pa’z edoun gant ar re a ioa o choum e Sedar, va ene a ioa divroad enn ho zouez. Ho rouantelez, o va Doue, ho rouantelez ; n’euz evid-oun leac’h all e-bed da choum