Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395
III LEVR. — XLIX KENTEL.
enn-han. Grit ma’z aio di ar paour keaz divroad-man, ha neuze e veulo ho trugarez da viken.
NAVED KENTEL HA DAOU-UGENT.
Petra zo da ober pa zeu enn hor c’haloun ar c’hoant da gaout ar vuez a bado da viken. War ar madou a zo roet d’ar re a stourn kalounek er vuez-man.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, pa zigas Doue d’e-hoc’h ar c’hoant da gaout ann euruzded a bado da viken, pa c’hoanta hoc’h ene terri liammou ar c’horf evit gwelet va sklerijenn-me, n’euz enn-hi tevalijen e-bed, neuze e tleit digeri ho kaloun ha digemeret ar c’hoant santel-ze gant eur gwir garantez.
Meulit a greiz ho kaloun ann Doue mad a zo ken trugarezuz enn ho kenver : meulit Doue a zeu d’ho kavout gant karantez evit ho kalounekaat ; meulit Doue holl-c’halloudek a ro nerz d’e-hoc’h ; meulit anezhan gant aoun na zeufac’h da goueza war ann douar dindan pouez ho samm.