Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/412

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

man ; sonjit e vezo braz-meurbed ho tigoll, ha neuze n’ho pezo leac’h e-bed da gaout poan ; enn enep, mad e vezo kement-se holl da harpa stard ac’hanoc’h evit gouzanv ho labouriou a ioul frank. Rak mar tilezit breman a galoun vad ho c’hoantegesiou, ho pezo enn env pep tra dioc’h ho c’hoant.

Hag evit gwir, eno e kavot kement tra a garit ha kement tra a oufac’h da c’hoantaat. Eno ho pezo ann holl vadou, ha n’ho pezo aoun e-bed d’ho c’holl. Eno ar pez a falvezo d’e-hoc’h da gaout, a vezo bepred ar pez a blijo d’in ; eno ne c’hoantaot netra a gemend a ve er-meaz ac’hanoun, na netra e-bed evid-hoc’h hoc’h-unan. Eno, den ne hello derc’hel penn ouz-hoc’h, den n’en em glemmo ac’hanoc’h. den ne hello sparla ac’hanoc’h na sevel a-enep d’e-hoc’h. Kement ho pezo c’hoant da gaout,a vezo holl dira-z-hoc’h war-eunn-dro ; kement a garit a vezo roet d’e-hoc’h, hag ho kaloun e devezo he gwalc’h euz ann traou-ze holl.

Eno me roio ar c’hloar d’ann neb en devezo gouzanvet dismegans ; me roio