Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/413

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
III LEVR. — XLIX KENTEL.

meuleudiou e-leiz d’ann hini en devezo skuillet daelou ; me a lakai da azeza da viken war eunn tron em rouantelez-me, ann nep a vezo en em lekeat el leac’h izela. Dastum frouez a raio ann hini en devezo sentet, hag en em laouenaat a raio ann hini en devezo great pinijen ; eno e vezo roet eur gurunen a c’hloar d’ann hini a zo bet izel he galoun enn eur suja d’he vistri.

7. — N’euz fors piou a gomz, n’euz fors piou a c’hourc’hemenn, plegit a-vreman a galoun vad dindan dourn kemend hini zo. Evesait mad, va map : mar teu eur re da c’houlenn pe da lavaret e karfe kaout eunn dra-bennag digan-e-hoc’h, n’euz fors piou int, pe hi ho deuz da welet war-n-hoc’h, pe hi a zo izeloc’h evid-hoc’h, pe hi a zo par d’e-hoc’h, arabad eo d’e-hoc’h sevel war hoc’h ellou ; kentoc’h e tleit poania da ober pep tra evit-ho euz a greiz ho kaloun.

Ra glasko he-man ann dra-man, ra glasko hen-nez ann dra-ze ; r’en em veulo darn enn dra-man, r’en em veulo darn enn dra-hont ; ra dennint war-n--