Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/414

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ezho kant ha kant meuleudi ; evid-hoc’h-hu a vad, arabad eo d’e-hoc’h ea em laouenaat enn abek da netra e-bed euz ann traou-ze ; ne dleit en em laouenaat nemet oc’h en em zisprizout hoc’h-unan, oc’h ober penn-da-benn hag evit va gloar ar pez a blij d’in hep-ken.

Arabad eo e c’hoantafac’h ken tra nemet e ve Doue meulet bepred enn-hoc’h, ken dre ho puez, ken dre ho maro.


EVIT HOR C’HELENN.


Ne oufed ket her lavaret re aliez : ar c’henta gourc’hemenn hag ann diveza, ann hini a zo enn-han ar gourc’hemennou all, eo en em zilezel a-grenn hon-unan hag en em rei holl d’ar pez a blij da Zoue. Evel-se, petra-bennag ne d-eo ket eunn dra berz, ha ma’z eo zo-ken eunn dra gourc’hemennet gant ann Iliz, kaout c’hoant euz ann euruzded a bado da viken ha gouela e keit amzer ma’z emomp divroidi war ann douar, evelato e tleomp gouzanv hep klemm e-bed ha karet ar poaniou a zeu d’e-omp a berz Doue. Hag evit gwir, kement-se holl a zo mad evit hor silvidigez ; dre-ze ive, Doue a fell d’ezhan e vemp lekeat da baea ar boan