Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/417

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
405
III LEVR. — L KENTEL.

gaout al levenez a zigas ar gwir beoc’h ; goulenn a rann ouz-hoc’h, o va Doue, ar peoc’h a roit d’ho pugale ho deuz digan-e-hoc’h mezur ho ene enn ho sklerijenn hag enn ho frealzidigez. Mar roit d’in ar peoc’h, mar skuillit em c’haloun al levenez santel, neuze ene ho servicher a gano laouen enn eur ho meuli gant karantez.

Enn enep, mar pellait dioc’h va c’haloun, evel m’oc’h boaz da ober aliez, ho servicher ne vezo mui evit redek enn hent euz ho kourc’hemennou, en em strinka a raio d’ann daoulin evit skei war boull he galoun. Rak ne d-eo mui hirio ar pez ma oa deac’h na derc’hent-deac’h pa’z edo ho sklerijen o lugerni war he benn ha pa o poa lekeat anezhan dindan ho tiouaskel, evit he ziwall dioc’h ann templasionou a ziroll war-n-ezhan.

3. — Tad gwirion hag a zo red da veuli bepred, deuet eo ann amzer ma tleer gouzout petra dal ho servicher. Tad a zo red da garet, eunn dra reiz eo e c’houzanvfe breman ho servicher eunn

dra-bennag dre garantez ouz-hoc’h.

12*