Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/418

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Tad a zo da veza meulet da viken, anavezet hoc’h euz a viskoaz ar mare ma tle ho servicher beza trec’het e-pad eunn nebeut amzer enn he ziaveaz, evit beva atao gan-e-hoc’h er peoc’h euz ann ene. Setu deud ann amzer : red eo e ve disprizet, izeleet, goapeet eunn dra-bennag dirak ann dud ; red eo e ve diskaret gant he zrouk ioulou ha gant ar poaniou, evit sevel adarre gan-e-hoc’h, pa darzo eur sklerijen nevez, hag evit beza meulet enn envou.

Tad santel, er c’hiz-ze eo ez eo bet falvezet gan-e-hoc’h e vije ann den, hag ar pez hoc’h euz lavaret a zo bet great enn he genver.

4. — Gouzanv poaniou ha beza enkrezet er bed-man dre garantez ouz-hoc’h, ken aliez gweach ha ma fell d’e-hoc’h, n’euz fors penaoz, n’euz fors a berz piou, setu ar c’hras a rit d’ho mignouned. Netra ne c’hoarvez war ann douar, heb eunn abek-bennag hag anez na ve bet araok gourc’hemennet gan-e-hoc’h, o va Doue.

Talvoudek eo d’in, o va Doue, beza bet izeleet gan-e-hoc’h, evit