Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/419

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407
III LEVR. — L KENTEL.

deski ho kourc’hemennou hag evit pellaat dioc’h va c’haloun pep rogentez ha pep stad vad a zalc’hann ac’hanoun va-unan. Talvoudek eo bet d’in beza bet goloet a vez, evit lakaat ac’hanoun da glask beza frealzet gan-e-hoc’h kentoc’h eget gant ann dud.

Dre-ze ive em euz desket douja ho parnedigesiou a zo enn tu all da spered ann den, o va Doue ; digas a rit gant gwir abek hag e pep lealded enkrez d’ann den a zoujans Doue kerkouls ha d’ann den difeiz.

5. — Ho trugarekaat a rann, va Doue, o veza n’hoc’h euz ket bet truez ouz-in e-kreiz va foaniou ; ho trugarekaat a rann o veza m’hoc’h euz skoet war-n-oun gant ho kwalen hirr, ha m’hoc’h euz digaset d’in poaniou hag ankeniou em diabarz hag em diaveaz.

Netra a gement zo er bed ne hell rei frealz d’in, netra nemed-hoc’h-hu, o va Doue, c’houi a bare ann eneou ; c’houi a sko war-n-omp hag a wella d’e-omp ; choui hor c’has d’ar bez hag hon tenn er-meaz anezhan. Setu ema ho