Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a-za veaz ; ar re a gar ar bed, a fazi ivez, o veza ne garont ken nemet ann traou a welont. Ha gwelloc’h eo ann den pa vez great muioc’h a stad anezhan, eget, ne dal ?

Neb a veul eunn den dreist-penn, hen-nez a zo eunn den fallakr hag a laka da fazia eunn den fallakr all ; hen-nez a zo eunn den penn-avelek hag a zo oc’h ober goap euz a eunn all hevel out-han ; hen-nez a zo eunn den dall hag a gas diwar he hent eunn den dall evel-d-han ; hen-nez a zo eunn den klanv hag a lavar gevier d’eur c’hlanvour all. Hag evit gwir, meuleudiou er c’hiz-ze ne d-int mad ken nemet da ober mez d’ann hini a zo meulet. Rak evel a lavar sant Fransez : Nemet ar pez maz eo dira-z-hoc’h, o va Doue, ann den ne d-eo netra ken.


EVIT HOR C’HELENN.


Kavout a ra d’e-omp a-wechou ez eo hon ene dilezet gant Doue, hep frealzidigez na sklerijen e-bed, e-kreiz ar poaniou, ann temptasionou hag ann enkresiou. Kredi a reomp neuze ema hon ene o vont