pa’m dilezit e-kreiz ar baourentez hag ann anken ; rak, ha pa hellfenn-me skuilla kemend a zaelou hag a zour a zo er mor, ne vezin ket c’hoaz e stad vad da veza frealzet gan-e-hoc’h.
N’ounn mad eta da netra nemet da veza gwall-gaset ha kastizet, o veza m’am euz aliez drouk-c’hreat ha gwall-bec’het enn ho kenver. Evel-se, pa zellann piz ouz-in va-unan, e welann e gwirionez n’euz tra enn-oun a gemend a hellfe tenna war-n-oun ann distera euz ho frealzidigesiou.
C’houi avad, Doue trugarezuz ha mad, ne fell ket d’e-hoc’h ez afe da goll ar pez hoc’h euz great ; hag evit diskouez peger braz eo ho madelez e-kenver ar re a skuillit war-n-ezho ho trugarez, c’houi a zeu da zigas dizoan d’ho servicher enn tu all d’ar pez a dal ha da gemend a oufe ar bed da rei.
Rak ho frealzidigez-hu ne d-eo ket evel frealzidigez ann dud.
2 — Ha petra am euz-me great, Aotrou, evit kaout lod euz a frealzidigez ann env ? N’em euz sonj e-bed da veza