Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/429

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417
III LEVR. — LII KENTEL.

eunn nebeut gan-en evit mac’h hellinn gouela va fec’hejou abars mont d’ann douar a zo goloet a devalijen, d’ann douar a zo goloet gant skeud ar maro.

Petra a c’houlennit-hu digant eur pec’her paour n’euz nemet gwall dechou enn-han ; petra a c’houlennit-hu digant-han ken nemet ma vezo he galoun mantret gant ar c’hlac’har ha m’en em izelaio enn abek d’he bec’hejou ? Ann nep en deuz eur gwir c’hlac’har, ann nep a zo izel he galoun, hen-nez en deuz fisians e vezo salvet, n’en deuz rebech e-bed mui enn he goustians, gounid a ra a nevez ar c’hras en doa kollet. Dre-ze ann den a vir oc’h Doue da astenn he vreac’h war-n-ezhan, ha neuze Doue hag ann ene mad en em gav ho daou evit en em boket ez santel ann eil d’egile.

4. — Ar gwir c’hlac’har, o va Doue, a blij d’e-hoc’h. hag a zo enn-hi eur c’houez vad kalz gwelloc’h eget ne d-eo ann ezans a vez devet dira-z-hoc’h. Ar gwir c’hlac’har a zo eul louzou-mad ; falvezet eo bet d’e-hoc’h e vije lekeat war