Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ho treid sakr ; rak biskoaz n’hoc’h euz pelleet diouz-hoc’h ann hini a zo he galoun izel ha glac’haret.

N’euz tra e-bed gwelloc’h a-enep kounnar enebour ar zilvidigez, eget ne d-eo ar gwir c’hlac’har ; gant-hi e vez trec’het ann holl dechou fall, gant-hi e vez lamet ann holl bec’hejou ho doa saotret hon ene diagent.


EVIT HOR C’HELENN.


Tud zo hag a c’hoanta re stard kaout frealz digant Doue ; rak-se e teuont da veza nec’het, pa vez ar freazidigez-ze lamet digant-ho. Koulskoude ar grasou-ze ne d-int ket dleet d’e-omp e nep kiz, rak Doue a ro anezho d’ann eneou a zo entanet dreist-holl gant tan he garantez, pe d’ann eneou a zo sempl c’hoaz, evit rei nerz d’ezho bepred hag ho lakaat e doare vad da c’houzanv poaniou ar binijen. Red eo bepred e tougfemp enn-omp maro Jezuz-Krist, evit ma vezo gwelet buez Jezuz-Krist enn-omp. Petra ve ar boan dleet d’hor pec’hejou, petra ve ar mad hor be-ni da gaout, ma n’hor be netra da c’houzanv ? Petra dalvezfe d’e-omp beza enkrezet, mar teufe pep gweach gras Doue da derri nerz hor poaniou ha da lakaat anezho da veza a-wechou gwelloc’h d’ann ene eget ne