Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/433

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
421
III LEVR. — LIII KENTEL.

vez sempl c’hoaz ann ene, ne oar ket petra eo en em zisiaga dioc’h pep tra ; hag ann hini a bleg d’ar chik ne oar ket petra eo frankiz ann den a dro he ene war-zu Doue.

Mar fell d’ann den koulskoude en em rei e gwirionez da draou ann ene, ez eo red d’ezhan dilezel he vignouned hag he gerent, ha diwall out-han he-unan muioc’h eget oc’h den all e-bed. Ma vec’h evit en em drec’hi hoc’h-unan, e ve easoc’h a ze d’e-hoc’h beza treac’h d’ann traou all.

Oc’h en em drec’hi he-unan, ann den a c’hounid pep tra, rak ann hini a laka he galoun da suja evel-se, hen-nez a zo e gwirionez treac’h d’ezhan he-unan ha d’ar bed, o veza ma teu ar c’hik da blega d’he skiant-vad hag he skiant-vad da blega d’in-me.

3. — Mar hoc’h euz c’hoant eta d’en em zevel er stad huel-ze, ez eo red d’e-hoc’h da genta digeri kalounek ho labour ha skei gant ar vouc’hal oc’h troad ar wezen evit tenna ha disc’hrisienna euz ho kaloun ar garantez direiz hoc’h euz,

hep gouzout d’e-hoc’h, ken evid-hoc’h

12*