Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/435

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
III LEVR. — LIII KENTEL.

zo oc’h en em zistaga dioc’h sujedigez ar bed evit dont da gaout gwir frankiz bugale Doue. Ar c’hras a stourm enn-omp evit Doue, a-enep drouk-ioulou ar c’hik ; ar re-man a zoug ac’hanomp da glask plijaduresiou ar bed. Er stourm kalet-ze, ne vez treac’h ann den nemet dre vervel d’ezhan he-unan, d’he c’hoantegesiou ha d’he zrouk-ioulou. Maro ar c’horf a zo ar stourm diveza etre ann den hag ar c’hras ; gant ar maro ar c’hristen mad a zeu da veza treac’h evit ar weach diveza. Enn abek da ze eo e lavare ann Abostol sant Paol : Piou am distago-me dioc’h ar c’horf marvel-man.

Poaniomp eta da vervel d’e-omp hon-unan ; en em zistagomp a-grenn dioc’h ann douar ha dioc’h traou ann douar ; en em zistagomp diouz-omp hon-unan evit beva e Doue, gant Doue hag evit Doue hep-ken. Na petra glaskomp-ni enn tu all d’ezhan ? ha n’ema ket enn-han kement tra vad a zo ? Peur e teuio ann amzer mac’h hellimp gwelet anezhan evel m’ema ? Peur e teuio ann amzer mac’h hellimp kaout hor gwalc’h euz a Zoue hag euz he c’hloar vraz-meurbed ? Bez’ e tleomp c’hoantaat e teufe buhan ann amzer-ze, rak neuze e vezo anavezet barnedigesiou Doue war-n-omp. Leveromp eta a greiz hor c’haloun, leveromp gant ar Profed David : Peger reuzeudik ounn-me, o veza ma’z eo bet astennet ann amzer ma