Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/439

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
427
III LEVR. — LIV KENTEL.

pec’hi, dre’n abek m’ema he zenzor hag he levenez enn env, el leac’h ne d-a netra da goll

10. — Ann den a zo tost d’he dra, gwell eo gant-han kemeret eget rei, ne gar nemet he vad he-unan ; ar c’hras a-vad a zo karantezuz hag a gar mad ann holl, ne choanta kaout netra evit-hi he-unan, laouen eo gant nebeut a dra, kredi a ra ez eo kalz eurusoc’h o rei eget o kemeret.

11. — Ann den hep ar c’hras a zo douget d’ann traou krouet, da blijaduresiou ar c’hik, da stambouc’h ar galoun ; en em blijout a ra o prezek hag o tiviz gant ar c’hras avad, ann den a dro war-zu Doue ha war-zu pep mad ; dilezel a ra ann traou krouet, tec’het dioc’h-ar bed, kasaat c’hoantegesiou ar c’hik ; ne gar ket redek tu-ma tu-hont, dre m’en deuz mez o vont e-touez ann dud.

12. — Ann den a gar kaout frealz a berz ar bed ; ar c’hras avad ne glask ken frealzidigez nemet e Doue hep-ken ; sevel a ra dreist ann traou krouet, nag ar mad dreist pep mad a zo he holl zudiou.

13. — Ann den a ra pep tra evit he