veaz. Disc’hrisiennomp eta ann drouk, trec’homp hor gwall-ioulou, hag e vezo hon ene e peoc’h.
5. — Ma hellfemp pep bloaz diframma, grisiou hag all, eunn tech fall hep-ken, e vemp hep dale tud santel. Enep tra eo a c’hoarvez aliez gan-e-omp, siouaz ! Gwelet a reomp a-wechou ez oamp gwelloc’h ha santeloc’h enn deisiou kenta ma hon euz kuiteet ar bed, eget meur a vloaz goude.
Bemdez e tlefe kreski hor c’harantez evit Doue ; bemdez ive e tlefemp dont gwelloc’h-gwella. Koulskoude, breman e kreder ne d-eo ket bihan dra, mar gell unan-bennag derc’hel eunn elven hep-ken euz a dan he garantez genta evit Doue. Mar karfemp, enn deisiou kenta, enebi eunn dra-bennag ouz-omp hon-unan, ec’h hellfemp goude-ze ober pep tra eaz ha laouen.
6. — Eunn dra boaniuz eo d’ann den terri eur voaz fall, ha poaniusoc’h c’hoaz ober eunn dra-bennag a-enep d’ezhan he-unan. Koulskoude ma ne hellit ket en emm drec’hi enn traou dister,