Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/441

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
429
III LEVR. — LIV KENTEL.

eget oc’h ar re c’halloudek ; gwell eo gant-hi beza e-louez ar re a gar ar wirionez eget e-touez ar re fallakr ; alia a ra ar re vad da lakaat ho foan evit dont da gaout ann traou gwella a ro Doue ; kelenn a ra anezho da veza hevel e pep tra oc’h Map Doue.

15. — Ann den a glemm buhan gant ar pez en deuz diouer anezho ha gant ar pez a zo diez d’ezhan ; ar c’hras avad a c’houzanv kalounek ann dienez hag ar baourentez.

16 — Ann den a ra pep tra evit-han he-unan ; mar stourm, mar kroz, evit he vad he-unan eo. Ar c’hras avad a gas pep tra da Zoue, o veza ma teu pep tra digant-han. Ne gav ket d’ezhi e ve netra vad e-bed enn-hi, n’e deuz ket re a fisians enn-hi he-unan, ne ziviz ket, ne gav ket dezhi e ve gwelloc’h ar pez a gred he-unan eget ar pez a gred ar re all ; plega a ra enn he menosiou hag e pep tra dindan furnez ha dindan barnedigesiou Doue.

17. — Ann den a glask ann traou kuzet hag a gar klevet ann neventesiou ; bez’ e kar en em ziskouez dirag ann holl ha gwelet gant he zaoulagad petra eo kalz