Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/442

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
430
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a draou zo ; c’hoant, en deuz e anavezet, ha, bez’ e fell d’ezhan ober ann traou a denn, war-n-ezhan enor, ha meuleudiou. Ar c’has ervad ne ra van euz ann traou nevez ha kaer da welet, o veza ma teu kepent-se holl euz ann techou fall a zo gwall c’hrisiennet pell zo enn hor c’haloun. Hag evit gwir, n’euz, netra war ann douar a gemend a ve nevez, n’euz netra a gement a hellfe padout pell amzer.

Ar c’hras eta a zesk d’e-omp ober penn d’ar c’hik, tec’het dioc’h pep fouge ha dioc’h pep gwall fisians enn-omp hon-uan ; deski a ra d’e-omp, pa vez izel hor c’haloun, kuzet kement tra zo da veza meulet ha karet ; deski a ra klask e pep gwiziegez hag e pep tra ar pez a hell rei da vad ann holl hag ar pez a zo mad evit enor ha gloar Doue. Ne fell ket d’ezhi e ve meulet evit-hi he-unan nag evit, ar pez e deuz great ; ne c’hoanta netra ken nemet e ve Doue meulet evit ar madou a zo roet d’e-omp gant-han dre garantez.

18. — Ar c’hras-ze a zo eur skljerijen a zeu euz ann env hag a zo roet d’ann den, gant Doue he-unan ; dre-z-hi ec’h