Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/445

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
III LEVR. — LV KENTEL.

ledigez, skuillit war-n-oun ho kras a zo ker braz hag a zo red d’in da gaout evit va zilvidigez, hervez ma hoc’h euz lavaret. Skuillit-hi war-n-oun, evit mac’h hellinn trec’hi va gwall-ioulou a zo oc’h va c’has enn hent ar pec’hed evit va c’holl.

Rak kavout a rann em c’hik lezen ar pec’hed a zo a enep da lezen ar spered hag am dalc’h e sujedigez hag am laka da blega peurliesa da c’hoantegesiou ar c’horf. N’ounn ket evit ober penn out-ho, nemet dont a rafac’h d’am c’hennerza, o c’houeza em c’haloun tan ho kras santel-meurbed.

2. — Ezomm am euz euz ho kras, ezomm am euz a c’hrasou stank evit mac’h hellinn trec’hi va gwall-ioulou, rak ann den a zo douget d’ann drouk a vihanik.

Hag evit gwir, kaloun ann den a zo bet saotret dre bec’hed Adam, hag ann dud holl a zoug ar boan dleet da bec’hed hon tad kenta. Dre-ze, va Doue, kaloun ann den ho poa great mad a bep hent, n’euz breman enn-hi nemet gwall-ioulou ha

gwall-dechou eur galoun saotret ; rak,

13