Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

siouaz d’e-omp, ann den dilezet he-unan n’en deuz ken dalc’h nemet d’ann drouk ha da draou ann douar.

Ann nerz a zo c’hoaz enn-han a zo hevel oc’h eur c’hlaouennik tan e-mesk al ludu. Selu petra eo skiant ann den ; n’euz nemet tevalijen enn-dro d’ezhi. Bez’ ec’h hell c’hoaz anaout ann drouk dioc’h ar mad, ar pez a zo gwir dioc’h ar pez ne d-eo ket, ha koulskoude ne d-eo ket evit ober penn-da-benn kement tra a gav d’ezhi a zo mad, o veza n’e deuz ket gwir sklerijen ar wirionez ha ne d-eo ket glann he c’hoantegesiou.

3. — Setu perak, o va Doue, ec’h en em blijann enn ho lezen, evel ma’z eo boaz ann den a glev mouez Doue eno he ene, o c’houzout ervad ez eo mad ho kourc’hemennou ; ez int gwirion ha santel ; difenn a reont pep drouk, deski a reoot tec’het dioc’h pep pec’hed.

Dre ar c’hik, siouaz, emoun dindan dalc’h lezen ar pec’hed, o veza ma’z ann kentoc’h da heul va c’hoantegesiou eget da heul va skiant-vad. Dre-ze e karfenn ober ar mad, ha n’ounn ket evit hen ober. Dre-ze ivez em euz