Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/447

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
III LEVR. — LV KENTEL.

aliez kalz a venosiou mad, hag o veza m’am euz ezomm euz ho kras da harpa va zempladurez, setu e teuann da laoskaat ha da goueza, pa c’hoarvez gan-en ann distera enebiez. Dre-ze ec’h anavezann hent ar mad hag e welann sklear a-walc’h petra zo red d’in da ober. Hogen, siouaz, o veza ma’z ounn dalc’het dindan beac’h va gwall-dechou, n’ounn ket evit en em zevel war-zu ann traou huela.

4. — O va Doue, na peger braz ezomm am euz euz ho kras evit ober ar mad, evit lakaat anezhi da dalvezout hag evit he c’has da benn ! Rak anez kaout ho kras, n’ounn ket evit ober netra. Pep tra a hellann enn-hoc’h, va Doue, mar teu ho kras d’am c’hennerza.

O gras ann env ! Hep-z-hi ann den ne d-eo ket evit gounid netra vad dirak Doue ; hep-z-hi kemend a zo enn den a dle beza prizet evel netra. Heb ar c’hras, Aotrou, ne dal netra dira-z-hoc’h ar skianchou, ar wiziegez, ar madou, ar gened, ann nerz, ar spered hag ar c’homziou kaer.