Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/448

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Hag evit gwir, ar re vad kouls hag ar re fall ho deuz bet ho lod digant Doue keit ha keit ; ar re euruz avad, holl gwitibunan, ho deuz ar c’hras hag ar garantez ; dre-z-hi ec’h anavezer ar re a vez kavet mad da gaout ann euruzded a bado da viken.

Beza profed, ober burzudou, sevel he ene war-zu Doue dre ar beden a galoun, kement-se holl ne d-eo netra heb ar c’hras, ken huel eo. Ar Feiz zo-ken, ann Esperans ha kement mad a zo, ne blijont ket d’e-hoc’h, va Doue, heb ar Garantez hag heb ar C’hras.

5. — O gras euruz-meurbed ! Dre-z-hoc’h e teu da veza pinvidik hervez Doue ann hini a zo paour a spered ; dre-z-hoc’h e teu da veza izel a galoun ann hini a zo pinvidik hervez ar bed. Deuit, diskennit enn-oun, roit d’in a-bred ho frealzidigez gant aoun na zeufe va ene da fallaat, ker skuiz ha ken dizec’het eo.

Ho pidi stard a rann, Aotrou, grit ma vezint kavet mad dira-z-hoc’h ! Ho kras hep-ken a zo a-walc’h d’in da gaout, ha pa n’am be netra all e-bed euz ar pez