Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/449

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
III LEVR. — LV KENTEL.

am euz c’hoant. Pegement-bennag e venn-me temptet, pegen enkrezet-bennag e venn gant ar poaniou, n’em bezo aoun rak enkrez e-bed, endra vezo ho kras gan-en.

Hi a zo va nerz, hi eo a zigas din kuzul ha skoazel. Krevoc’h eo eget va holl enebourien, furoc’h eo evit ann holl dud fur.

6. — Ar c’hras a zesk d’e-omp ar wirionez hag ive ar reolen a vuez ; ar c’hras a zo sklerijen ar galoun, dizoan ar re zo enn anken, lakaat a ra pep nec’h ha peb aoun da dec’het, hor c’henderc’hel a ra e gwir zoujans Doue ha digas daelou enn hon daoulagad.

Na petra ounn-me hep-z-hi nemet eunn tamm koat seac’h, eur penn-kef ne d-eo mad da netra ken nemet da veza taolet enn tan ? Ra vezo eta bepred, o va Doue, ho kras em raok ha war va lerc’h ; grit ma teuinn dre-z-hi d’en em rei hep paouez d’am oberiou-mad. Me her goulenn digan-e-hoc’h dre Jezuz-Krist, ho Map. — Evel-se bezet great.