Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/450

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Lezennou ar greden gristen a ziskouez d’e-omp ne d-omp nemet distervez, hag a ra de-omp anaout petra zo da ober evit en em viret dioc’h hor poaniou. Deski a reont d’e-omp ne hellomp, ac’hanomp hon-unan, ober netra evit hor silvidigez, hag ive ec’h hellomp ober pep tra dre skoazel ann hini a ro nerz d’e-omp. Dre-ze eo e lavare sant Paol ar c’homziou kaer-man : En em veuli a rinn e-kreiz va foaniou, evit ma ohoumo nerz Jezuz-Krist enn-oun. Ia, eme-z-han, en em blijout a rann e-kreiz va foaniou, rak paz ounn sempl, neuze eo ez ounn kre.

Red eo d’e-omp prederia war gomziou ann Abostol, deski en em izelaat, anaout pegen dinerz omp ha beza euruz, kouls lavaret, dre’n abek ne d-omp netra ac’hanomp hon-unan. Pa hon devezo diframmet euz hor c’haloun pep stad vad a zalc’homp ac’hanomp hon-unan, neuze e tiredo founnuz ar c’hras enn-hi. Ar peoc’h a vezo roet d’e-omp war ann douar, rak petra a hell tevalaat peoc’h ann hini en em ankounac’ha hag en em zispriz he-unan ? Petra a hell tevalaat peoc’h ann hini n’en deuz ken harp nemet e Doue ha ne d-eo stag nemet oc’h Doue ? Peoc’h d’ann dud a fell d’ezho ober pep tra hervez