Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/452

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

da gredi ; me a zo ar vuez a dleit da c’hortoz. Me a zo ann hent ne d-eo ket evit kas da goll, ar wirionez n’eo ket evit fazia na lakaat da fazia, ar vuez a bado da viken.

Me zo ann hent eeun-tenn, ar wirionez dreist pep gwirionez, ar gwir vuez, buez ar re euruz, ar vuez a zo bet a viskoaz. Mar kerzit dre va hent ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho tenno a boan, hag ho pezo ar vuez a bado keit ha Doue.

2. — Mar fell d’e-hoc’h kaout ar vuez, mirit va gourc’hemennou. Mar fell d’e-hoc’h anaout ar wirionez, kredit enn-oun-me. Mar fell d’e-hoc’h beza mad ha fur a bep hent, gwerzit ar pez hoc’h euz. Mar fell d’e-hoc’h beza diskibl d’in, en em zilezit hoc’h-unan.

Mar fell d’e-hoc’h mont d’ar vuez euruz, disprizit ar vuez man. Mar fell d’e-hoc’h e vec’h savet enn env, en em izelait war ann douar. Mar fell d’e-hoc’h beza gan-en em rouantelez, dougit ho kroaz gan-en, rak servicherien ar groaz hep-ken a gav ann hent euz ar gwir euruzded hag euz ar gwir sklerijen.