Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/453

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
441
III LEVR. — LVI KENTEL.


3. — Ann ene mad. — Jezuz, va Aotrou, pa’z eo bet enk war-n-hoc’h hed ho puez ha pa’z oc’h bet disprizet gant ann dud, grit d’in ar c’hras da heulia ho skouer enn eur c’houzanv evel-d-hoc’h beza disprizet gant ar bed. Rak ann diskibl ne d-eo ket enn tu all d’he vestr, hag ar servicher enn tu all d’he aotrou.

Ra zeuio ho servicher da heulia ho puez, rak oc’h heulia anezhi ema va zilvidigez hag ar gwir zantelez. Kemend a lennann, kemend a glevann a hend all, kement-se holl ne d-eo ket evit digas d’in frealz nag evit rei va gwalch d’in.

4. — Jezuz-Krist. — Va map, pa’z eo gwir hoc’h euz lennet ar c’helennou-ze hag ec’h ouzoc’h ann traou-ze holl, e viot euruz mar likit anezho da dalvezout. Ann hini a anavez va gourc’hemennou hag a vir anezho, hen-nez a gar ac’hanoun ha me ivez a gar anezhan ; en em ziskouez a rinn d’ezhan hag he lakaat a rinn da azeza em c’hichen e rouantelez va

Zad.

13*