Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/455

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
443
III LEVR. — LVI KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Souezusa tra ! Red eo lavaret dalc’h-mad d’ann den : sonj enn da ene, rak tremen a ra ar vuez-man hag ar vuez all a dosta ; war-c’hoaz, hirio marteze dor ar vuez-ze a zigoro evid-oud. Ha koulskoude, evit lavaret gwir, ma ne ve ket digaset ar wirionez-ze da zonj d’ann den, ec’h ankounac’hafe anezhi, ken touellet eo he galoun gant traou ar bed.

Dihunit ’ta, digorit ho taoulagad, na zaleit ket pelloc’h da gaout preder euz ann dra hep-ken a zo red. Hastit, labourit tenn e-pad m’eo deiz c’hoaz, rak ann noz a zeu, hag endra vezo tenval, den ne hello labourat. Noz spountuz ! Noz a c’hlac’har ! Noz ne baouezo ket ! Pellait, tec’hit hep dale pell dioc’h ann hent ledan a gas da goll, ha kerzit enn hent striz a gas d’ar vuez. Stourmit kalounek oc’h gwall blegou ar c’hik, en em zilezit hoc’h-unan ha dougit ho kroaz. Er groaz ema ann nerz, ar fisians hag ar zilvidigez.

Euruz eo eta ann hini ne anavez nemet Jezuz, evel ann Abostol, nemet Jezuz stag oc’h ar groaz. Klevet a rai d’ann deiz diveza ar c’homziou-man a gargo evit mad he galoun a levenez : Deut c’houi a zo binniget gant va Zad, deut d’ar rouantelez a zo bet savet evid-hoc’h abaoue ma’z euz euz ar bed. Dishevel avad e vezo stad