euz ho kenou ger dichek e-bed a ve gwall skouer d’ar re a zo sempl.
Buhan e torro nerz ann drouk a zo enn-hoc’h, ha poan ho kaloun a vezo distanet gant ar c’hras o tistrei. Me zo beo c’hoaz, eme ann Aotrou, bez’ emoun e-tal da vont da rei d’e-hoc’h brasoc’h skoaz ha brasoc’h frealz eget kent, mar fell d’e-hoc’h lakaat ho fisians enn-oun ha pidi ac’hanoun gant gwir feiz.
3. — Bezit eta kalounekoc’h hag en em likit a du da c’houzanv poaniou brasoc’h c’hoaz. Na gredit ket e ve pep tra kollet evid-hoc’h mar hoc’h euz enkrez aliez ha mar d-oc’h gwall demptet. Ne d-oc’h ket eunn Doue, eunn den oc’h ; ne d-oc’h ket eunn eal, kik n’oc’h ken.
Penaoz e vec’h-hu evit kaout bemdez ann nerz a zo red evit kenderc’hel er mad, rak ann Eal enn env hag ann den kenta er baradoz n’ho deuz ket bet ann nerz ze. Me eo a astenn va dourn evit sevel hag evit savetei ar re a zo enn anken, ha sevel a rann, beteg enn-oun-me zo Doue, ar re a anavez peger sempl int.
4. — Ann ene mad. — Aotrou, ra