Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/459

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
447
III LEVR. — LVII KENTEL.

vezo binniget ho komziou ; ho komziou a zo gwelloc’h d’am c’haloun eget ne d-eo ar mel d’am genou. Na petra rafenn-me e-kreiz kemend all a boaniou hag a enkrez, ma ne blijfe gan-e-hoc’h rei nerz d’in dre ho komziou santel ?

Ha fors zo petra a c’houzanvann, gant mac’h erruinn e porz ar zilvidigez ? Grit d’in kenderc’hel er mad beteg ann deiz diveza ; grit ma vezinn euruz pa’z inn diwar ar bed.

Ho pezet sonj ac’hanoun, o va Doue, ha kasit ac’hanoun dre ann hent eeun da rouantelez ann env. — Evel-se bezet great.


EVIT HOR C’HELENN.


Ne d-eo ket a-walc’h d’ann den gouzanv ar re all, red eo c’hoaz d’ezhan en em c’houzanv he-unan. Ne d-eo ket ar gwir c’hlac’har hervez Doue, rogentez ar galoun eo a laka da zevel enn-omp poaniou c’houero, goude m’hon euz great eur pec’hed-bennag. Ann hini a zo izel he galoun, ann hini a oar peger sempl eo, en-nez n’eo ket souezet e teufe da goueza ; goela a ra war pep lamm en deuz, goulenn a ra ma vezo distaolet he