Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

divez ! Peoc’h ar bed ne zigas d’ann den nemet ar poaniou, ann enkrez, ann doan ; ne zigas d’he galoun nemet ar broudou lemm ha c’houero.

Jezuz-Krist a-vad a lavar : En ent drec’hit hoc’h-unan, stourmit oc’h ho kwall-ioulou, trec’hit c’hoantegesiou ho kaloun, torrit ho poasiou fall. Hag ann hini a zent oc’h he c’hourc’hemennou a vev enn eur peoc’h dudiuz-meurbed. Ankeniou ha poaniou ar vuez, dislealded ann dud, ar gwall-gas, netra e-bed ne hell tevalaat peoc’h he ene. Brasoc’h ha gwelloc’h eo ar peoc’h-ze eget kement a oufet lavaret ; heulia a ra ann den beteg enn he dremenvan, heulia a ra anezhan beteg enn env e pe leac’h ne vezo biken distak e-bed d’he euruzded.




DAOUZEKVED KENTEL.


Talvoudek eo d’e-omp gouzanv eur boan bennag.


1. — Mad eo d’e-omp gouzanv a-wechou eur boan hag eunn enebiez-bennag ; ober a reont d’ann den dont enn-han he-unan, o rei d’ezhan da anaout ne d-eo hemet eunn divroad er bed-man, ha ne dle ket kaout fisians e netra a gemend a zo war ann douar.