Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/463

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
451
III LEVR. — LVIII KENTEL.

Me am euz anavezet ha karet anezho a viskoaz, me am euz great eunn dibab anezho e-mesk tud ar bed. Ne d-eo ket hi eo a zo deut d’am c’havout da genta, me eo am euz galvet anezho dre va gras ha tennet anezho war-zu enn-oun dre va zrugarez ; me am euz digaset d’ezho poaniou a bep seurt. Me eo am euz skuillet war-n-ezho va frealzidigesiou gwella, me am euz roet dezho ann nerz ho doa ezomm anezhi evit kenderc’hel er mad ; me am euz roet d’ezho ar gurunen ho deuz gounezet, dre c’houzanv hep klemm.

4. — Ho anaout a rann holl gwitibunan, ar c’henta kouls hag ann diveza, hag ho c’haret holl a rann gant eur garantez dreist pep karantez. Me eo a zo red da veuli em holl Zent, me eo a dle beza binniget hag enoret e pep-hini anezho ha dreist pep tra, o veza m’am euz ho dibabet hag ho galvet da eur c’hloar vraz-meurbed, petra-bennag n’oa nep tra vad e-bed enn-ho araok.

Ann hini eta a zispriz ar bihana euz va Zent, hen-nez na enor ket ive ar brasa, o veza ma’z eo me eo am euz great ann