Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/469

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
457
III LEVR. — LVIII KENTEL.

digez, ker braz eo rogoni ho c’haloun. O klask anaout traou a zo kuzet oc’h ann holl, e faziont war ann hent ha, kaer ho deuz, e skoont war ar gaou er mare ma kredent dizolei ar pez ne oar nemet Doue hep-ken. Setu a zeu d’ezho euz ho labouriou tenn ha kalet war ann douar. Na peger fur, na peger gwirion eo ar gelenn-man euz ar roue Salomon : Na glaskit ket ar pez a zo enn tu all d’e-hoc’h, na furchit ket ar pez a zo dreist ho spered ; sonjit avad hep paouez er pez a zo gourchemennet d’e-hoc’h gant Doue ha diwallit na glaskfac’h anaout ar pez en deuz great ann Aotrou, rak ne a-eo ket red e wellfac’h gant ho taoulagad ar pez a zo kuzet.

Sonjomp enn-omp hon-unan hag er pez omp dalc’het da ober ; diwallomp na ankounac’hafemp e vezo red d’e-omp displega a-grenn hag e pep gwirionez kemend hon devezo great ha lavaret. Ha ne d-eo ket se a-walc’h evit rei labour d’e-omp hed hor buez ! Ar vuez ne d-eo bet roet d’e-omp nemet evit kement-se.


————

13**