Talvoudek eo d’e-omp e teufe a-wechou eunn dra-bennag da enebi ouz-omp ha ne ve great stad e-bed pe nemeur ac’hanomp, petra-bennag e ve mad hon oberiou hag hor menosiou. Kement-se a ra aliez d’e-omp en em izelaat, hag a vir ouz-omp d’en em brizout re hon-unan. Hag evit gwir, pa vezomp disprizet gant ann dud, ha pa ne zalc’her stad e-bed ac’hanomp, neuze gant mui a hast e klaskomp Doue a well e gweled hor c’haloun.
2. — Dre-ze ’ta ann den a dlefe beza ker stag oc’h Doue n’en defe ezomm e-bed da glask frealzidigez ann dud. Pa vez ankeniet eunn den a zo eeun he galoun, pa vez bourreviet gant he wall-ioulou, neuze e teu da welet skleroc’h en deuz ezomm euz a Zoue, o veza ne d-eo ket evit ober anezhan he-unan nep tra vad e-bed.
Neuze ez eo glac’haret, hag ec’h hirvoud enn eur bedi Doue e-kreiz ar poaniou ema o c’housanv. Neuze, skuiz o veva keit amzer, e karfe gwelet ar maro o tont da zistaga he galoun dioc’h ar bed, evit her lakaat da veza gant Jezuz--