hellann kaout skoaz digant den emm poaniou gwelloc’h eget digan-e-hoc’h, o va Doue ; c’houi zo va ged, va fisians ha va dizoan, c’houi zo feal-meurbed e pep tra.
2. — Ann dud holl a glask ho mad ho-unan, c’houi avad ne fell d’e-hoc’h nemet va silvidigez hag ar pez a ra d’in mont war wellaat ; dre-z-hoc’h pep tra a zeu d’in da vad.
Oc’h-penn ze, pa zigasit d’in temptasionou hag enkresiou stank, evit va mad eo e rit kement-se, o veza m’oc’h boaz da lakaat ho mignouned da c’houzanv kalz a boaniou. E-kreiz ar poaniou-ze, eo rankout d’in karet ha meuli ac’hanoc’h, evel pa zigasfac’h d’in euz ann env frealzidigesiou e-leiz.
3. — Enn-hoc’h eta, va Doue, enn-hoc’h e lakaann va holl fisians, c’houi a zo va holl nerz, c’houi a zo va dizoan em enkresiou hag em foaniou, o veza ne gavann, er-meaz ac’hanoc’h, nemet sempladurez er vuez bresk-man.
Anez ma teufac’h d’am skoazia, d’am c’hennerza, da rei kuzul d’in, d’am frealzi, d’am c’helenn ; anez ma teufac’h