na gavot em ene netra a gemend a oufe displijout d’e-hoc’h, rak great eo bet va ene evit mac’h hello Doue choum enn-han.
Sellit a druez ouz-in hervez m’eo braz ho madelez hag ho trugarez, selaouit peden ho servicher paour, rak bez’ ema aman pell diouz-hoc’h e-kreiz tevalijen ar maro. Diwallit ha mirit ive ho servicher paour e-kreiz ann enkresiou braz euz ar vuez bresk-man ; ra vezo ho kras gant-han evit ma’z ai, dre hent ar peoc’h, da choum e-kreiz ar sklerijen a bado keit ha Doue. — Evel-se bezet great.
Goude m’hon euz redet e kement leac’h zo, goude ma vez bet gwelet ha klevet pep tra, ez eo red d’e-omp kaout sonj euz ar c’homziou-man a zo enn-ho pep furnez ha pep mad : Doue hep-ken. Eur manac’h euz a urs sant Fransez, den izel he galoun, a lavare : « Likit enn ho spered emoc’h dirak eunn niver braz-meurbed a grouadurien gwelloc’h ha kaeroc’h, ken enn ho c’horf, ken enn
ho ene, eget ar re a vev breman. Gou-
13***