Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/475

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
463
III LEVR. — LIX KENTEL.

peger mad eo Doue e pep tra. Ha pa welenn, siouaz, peger braz eo ive, ha pa welenn ne d-ounn netra, netra nemet distervez ha paourentez, neuze e welenn ne oann ket evit dont d’he garet kemend ha m’am bije bet c’hoant. Kement-se am lekea nec’het enn tu all d’ar pez a oufenn da lavaret, rak seul vui ne oann ket evit karet Doue evel ma kar ac’hanoun, seul vui a ze va c’harantez a greske em c’haloun. Neuze va ene a ioa mantret gant ar c’hlac’har ha leun a garantez, neuze ne ouienn ket petra a reann, haff e klaskenn enn-oun, peger bihan dra-bennag ma’z oann, petra rajenn-me evit dont da garet Doue. Souezusa tra, e-pad ma stourme va ene evel-se, tan ar garantez a groge enn-oun hag a zeve ac’hanoun ker flamm oa. ».


PENN DIVEZA ANN TREDE LEVR.