1. — Ann ene mad — O va Jezuz,
gwirionez a zo a viskoaz da viken, ar
c’homziou aman a-raok a zo ho komziou-c’houi,
petra-bennag n’int ket bet lavaret
enn eunn hevelep amzer na skrivet enn
eunn hevelep leac’h. Rak-se, pa’z eo
gwir hoc’h euz lavaret anezho, ho c’hlevet
a dleann gant anaoudegez-vad hag
ho miret e pep lealded. Ho komziou int,
pa hoc’h euz lavaret anezho ; va c’homziou-me
int ivez, o veza ma hoc’h euz lavaret
anezho evit va zilvidigez. Ho
c’hlevet a rann a galoun vad euz ho kenou,
evit ma vezint skrivet dounoc’h a
ze em c’haloun.
Ar c’homziou-ze, ker mad ha ker karantezuz, a ro nerz d’in. Va fec’hejou, siouaz, a spount achanoun, ha va ene louz a vir ouz-in na dostafenn oc’h eur mister ker braz. Ho komziou a zo ker mad ma tennont ac’hanoun war-zu enn--