Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/481

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
469
IV LEVR. — I KENTEL.

hoc’h. Va fec’hejou, siouaz, eunn taol braz anezho, am distro diouz-hoc’h.

2. — C’houi a c’hourc’hemenn d’in tostaat ouz-hoc’h gant fisians, mar fell d’in kaout va lod digan-e-hoc’h. C’houi a c’hourc’hemenn d’in dibri bara ann envou, mar fell d’in kaout ar vuez hag ar c’hloar a bado da viken. Deut d’am c’havout, eme c’houi, deut c’houi holl hoc’h euz poan hag a zo dindan ho peac’h, ha me ho tiboanio.

Nag ar c’homzioù-ze a zo mad ! O va Doue karantezuz, gervel a rit ar pec’her paour ha reuzeudik da zigemeret ho korf sakr. Na piou ounn-me, Aotrou, evit ma kredfenn tostaat ouz-hoc’h ? Ann env hag ann envou, peger braz-bennag int, ne d-int ket evit ho terc’hel, ha koulskoude e livirit : Deut holl d’am chavout.

3. — Na perak hoc’h euz-hu kemend all a vadelez hag a garantez evit dont d’am fidi da gemeret ho korf sakr ? Penaoz e kredfenn-me mont d’ho kavout, rak me a oar n’euz enn-oun nep tra vad e-bed ! Petra oufe rei d’in fisians

a-walc’h evit mont dira-z-hoc’h ? Penaoz

14