Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/485

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
473
IV LEVR. — I KENTEL.

ho misteriou sakr, pa’z eo gwir ar Batriarched hag ar Brofeded santel, ar rouanez hag ar brinsed hag ho holl dud gant-ho, ho deuz bet gwechall-goz kemend a feiz hag a garantez, evit servich Doue.

8. — David, ar roue santel-meurbed, a lammaz endra hellaz a-zirak arc’h Doue, dre m’en doa sonj euz ar madou a ioa bet roet gwechall d’he dadou-koz. Great en deuz kalz a vinviou da gana, savet en deuz kanaouennou santel ha gourc’hemennet en deuz ma vijent kanet gant levenez. Hen he-unan en deuz kanet aliez anezho war ann delen, o veza ma’z oa entanet gant gras ar Spered-Santel. Desket en deuz bugale Israel da veuli Doue a wir galoun ha da gana bemdez war-eunn-dro meuleudiou Doue, evit ma vije binniget e pep leac’h.

Pa ho doa neuze ann dud kemend all a zoujans dirak arc’h Doue, pa gane laouen ann dud kemend all a veuleudiou da Zoue, pegement muioc’h a zoujans hag a feiz ne dleann-me ket da gaout, me hag ann holl gristenien, dirak sakra-