Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/486

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
474
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

mant aon Aoter, pa zenann da gemeret korf sakr va Zalver Jezuz-Krist.

9. — Hiniennou a zo hag a ia tu-ma tu-hont da welet relegou ar Zent, hag a zo eunn dudi d’ezho klevet ann traou kaer ho deuz great. Souezet-meurbed int o welet ann ilizou braz ha kaer a zo bet savet enn enor d’ezho, poket a reont d’ho eskern sakr a zo miret e-mesk ann aour hag ar seiz. Ha setu emoc’h aman dira-z-oun, o va Doue, war ann aoter, c’houi Sant ar Zent, Krouer ar bed, Aotrou ann Elez.

Ann dud a ia aliez da welet ann ilizou-ze gant ar c’hoant ho deuz da welet traou nevez ; setu perak ne dennont ket a ze nemeur a frouez evit ho ene, dreist pep tra pa’z eont di dievez hag hep kaout eur gwir c’hlac’har euz ho fec’hejou. Aman avad, e sakramant ann Aoter, c’houi Jezuz-Krist a zo enn-han evel Doue hag evel den. Er zakramant-man ann den a gav grasou puill evit he zalvidigez, pa zigemer ac’hanoc’h enn he galoun gant feiz hag evel ma’z eo dleet. Ne d-eo ket dre zievezded eo, ne d-eo ket evit gwelet traou nevez, ne d-eo