Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/488

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
476
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Jezuz-Krist, rak ann dud difeiz hag ar re zo dalchet dindan sujedigez ar pec’hed, ar re-ze ne d-int ket evit anaout anezhi.

Ar zakramant-ze a zigas d’ann ene gras ar Spered-santel ; rei a ra d’ezhan a nevez ar c’hras en doa kollet. Dre-z-hi ann ene a zeu da veza glann, evel ma oa d’ar c’houls ne oa ket saotret gant ar pec’hed.

Ar c’hras-ze a zo ker braz a-wechou, ha ker braz eo ive ar feiz a ia enn hon ene war he lerc’h, ma teu ar spered, hag ar c’horf sempla zo-ken, da veza kalz krevoc’h eget ne oant a-raok.

12 — Rak-se e tleomp kaout keuz ha glac’har leiz hor c’haloun, o veza ma’z omp klouar, dievez ha laosk pa vez red digemeret Jezuz-Krist a zo enn-han gortoz ha digoll ar re a dle beza salvet. Rak dre-z-han e teuomp da veza santel, dre-z-han omp bet prenet ; Jezuz a zo didorr ar re a dremen war ann douar, hag euruzded ar Zent da viken.

Bez’ e tleomp eta en em c’hlac’hari dre ma’z euz kemend all a dud ne reont stad e-bed euz ar zakramant talvoudek-ze, euz ar zakramant-ze a zo