Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/491

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
479
IV LEVR. — I KENTEL.

zakrifisou koz ne d-oant nemet eur skeuden anezhan. Ebarz ann tabernakl, dindan gweL ar zantuar ema, ann hostiv beo bepred, Oan Doue a lam pec’hejou ar bed. Ann hini a zo azezet enn tu deou d’he Dad, a zo eno he-unan, hag he vouez a c’halv ac’hanomp : Kemerit ha debrit, setu aman va chorf ; efit ; setu aman va goad, goad al lezen nevez a zo bet skuiüet evit gwalc’hi ho pec’hejou. Dibrit, va mignouned, efit ken na viot mezo, va muia-karet ! C’houi holl hoc’h euz sec’hed, deut d’ann eienen, ann dour anezhi a darz beteg ar vuez a bado keit ha Doue.

Ar re ne fell ket d’ezho terri ho sec’hed enn eienen c’hlann-ze, hag a ia el lec’hiou distro da glask mammennou dour kuzet, Doue a ra evit-ho eunn evach morc’heduz hag a zerr d’ezho ho daoulagad. E-kreiz ho chousk e kav d’ezho ho deuz naoun hag e tebront ; ha pa zihunont, ho ene a zo goullo. E-kreiz ho c’housk ho deuz sec’hed hag ec’h huvreont emint oc’h eva ; ha buhan e tihunont skuiz-maro hag ho deuz sec’hed choaz, hag ho ene a zo goullo. Deut eta, me zo ar bara a vuez ; ann hini a zeu d’am c’havout, biken n’en devezo naoun ; ann hini a gred enn-oun, biken n’en devezo sec’hed. Ann hini a zebr va c’hik hag a ev va goad, hen-nez en deuz ar vuez a bado da viken ha me a