1. — Ann ene mad — O veza m’am
euz fisians, Aotrou Doue, enn ho madelez
hag enn ho trugarez vraz-meurbed, setu
e tostaann ouz-hoc’h evel eunn den klanv
a dosta ouz ann hini her pareo, ouz he
Zalver ; evel ma tosta eunn den en deuz
naoun ha sec’hed ouz ar feunteun a vuez,
evel ma tosta eunn den paour ouz roue
ann envou, evel eur servicher ouz he
vestr, evel eur c’hrouadur ouz he Grouer,
evel eunn den glac’haret ouz ann hini a
gennerzo anezhan enn he boaniou.
Dont a rit etrezeg enn-oun Euz a be leac’h e teu ar c’hras-ze d’in ? Na petra ounn-me evit ma plijfe gan-e-hoc’h en em rei d’in ? Penaoz e kred eur pec’her mont dira-z-hoc’h ? Penaoz e plij gan-e-hoc’h dont da gaout eur pec’her ? Anaout a rit ho servicher, ha gouzout a rit n’euz enn-han nep tra vad e-bed, evit