Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/495

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
483
IV LEVR. — II GENTEL.

ma tlefe beza hag evelato em euz c’hoant d’he zigemeret gant gwir feiz. Gwella tra ha talvoudusa tra a oufenn da ober eo en em izelaat a grenn dira-z-hoc’h, o va Doue, ha meuli ho madelez vraz-meurbed em c’henver.

Ho meuli a rann, o va Doue, hag ho meuli a rinn da viken ; en em zisprijout a rann va-unan ha senti a rann ouz-hoc’h, rak ne d-ounn netra ken nemet distervez.

3. — C’houi a zo santel dreist ann holl zent ; me avad ne d-ounn ken nemet stlabez ar pec’hed ! Dont a rit etrezek enn-oun, ha me n’emoun ket e stad vad evit sevel va daoulagad etrezek enn-hoc’h. Dont a rit daved-oun, bez’e fell d’e-hoc’h beza gan-en, va fidi a rit da dostaat ouz ho taol zantel.

Bez’ e fell d’e-hoc’h e tebrfenn bara ann envou, bara ann Elez, me lavar ho korf hoc’h-unan, ar bara beo a zo diskennet euz ann env hag a zigas ar vuez d’ann dud holl.

4. — Setu aze ar penn-abek euz ho karantez. Peger braz eo ho madelez ! nag a drugarez hag a veuleudiou a zo