Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/496

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

dleet d’e-hoc’h evit kemend all a c’hrasou !

Pegen talvouduz ha peger mad eo bet evit hor zilvidigez ho pe-c’houi great sakramant ann Aoter ! Nag a zudi eo tostaat ouz ho taol zantel, pa roit d’e-omp ho korf sakr da vagadurez ! Nag a veuleudiou a zo dleet d’e-hoc’h evit ar pez a rit ! Peger braz eo ho kalloud ! Peger braz eo ho kwirionez ; ne oufe den her lavaret !

Rak lavaret hoc’h euz : Ra vezo great pep tra, ha pep tra a zo bet great ; ar pez hoc’h euz gourc’hemennet a vije, a zo deuet da veza.

5. — Souezusa tra ! Tra da veza kredet ! Tra a zo dreist spered ann den ! C’houi, Aotrou, gwir Doue ha gwir den, c’houi a zo holl dindan spesou dister ar bara hag ar gwin, c’houi a zo debret gant ar re a zigemer ac’hanoc’h, hep na zeuit da veza koazet tamm e-bed.

C’houi zo mestr war gement zo, c’houi n’hoc’h euz ezomm a zen e-bed, ha koulskoude e fell d’e-hoc’h dont da choum enn hon touez dre ho sakramant