Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/497

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
485
IV LEVR. — II GENTEL.

sakr. Plijet gan-e-hoc’h miret dioc’h pep pec’hed va ene ha va c’horf, evit mac’h hellinn tostaat aliesoc’h ouz ho taol zantel gant eur galoun c’hlann ha karget a levenez, hag evit mac’h heliinn digemeret, evit silvidigez va ene ar misteriou hoc’h euz savet, dreist pep tra evit ho kloar hag evit ma talc’hinn da viken sonj ac’hanoc’h.

6. — En em laouenait, va ene, ha trugarekait Doue, o veza m’en deuz roet d’e-hoc’h traou ker mad evit digas frealz d’e-hoc’h enn draonien-man a zaelou. Hag evit gwir, kel liez gweach ma tostait ouz ann daol zantel ha ma kemerit korf Jezuz-Krist, kel liez gweach ive e labourit evit ho silvidigez hag hoc’h euz ho lod e grasou Jezuz-Krist.

Rak karantez Jezuz-Krist ne vihana morse, hag he drugarez a zo braz-meurbed ha ne d-eo ket evit beza dizec’het. Evit-se eo e tleit bepred, ha gant eunn nerz nevez, en em lakaat e doare vad d’hen digemeret, ha teurel evez piz oc’h ar mister braz-ze euz ho silvidigez.

Pa livirit, pe diana pa selaouit ann