Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/499

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
487
IV LEVR. — II GENTEL.

furnez, nerz, enor, gloar ha meuleudiou. Neuze kement zo krouet enn env, war ann douar hag er mor, ha kement tra a zo enn-ho a lavare : Enor, gloar, bennoz ha galloud evit-mad d’ann hini a zo azezet war ann tron, ha d’ann Oan ivez.

Setu e welomp breman traou all. Ann Oan-ze a zo azeulet war he dron gant ann Elez, gant ar Zent ha gant ann holl re euruz enn env, setu ema o tont kunv ha sioul d’hor c’havout dindan spesou ar bara ; en em rei a ra d’e-omp, krouadurien paour, evit santelaat hon ene, evit maga anezhan hag hor c’horf ive war-eunn-dro, enn eur rei d’e-omp da zibri ha da eva he gik hag he c’hoad. Dre-ze e teu, kouls lavaret, d’en em ober den a nevez e pep-hini ac’hanomp, hag e kas da benn enn-omp, hep na ouzomp penaoz, ar zakrifiz braz euz ar groaz oc’h en em rei he-unan d’e-omp.

O Jezuz-Krist, Map ann Doue beo, peger burzuduz eo hoc’h henchou ! Piou a zisplego d’in ar mister-ze, n’euz den evit he anaout ? Rak mar savann va spered beteg ann env, eno ho kwelann e kaloun ho Tad, e-kreiz he c’hloar ; ha mar troann va daoulagad war-zu ann douar, eno ho kwelann ive e kaloun ar pec’her paour ha reuzeudik. Evel-se ’ta oc’h stag dre ar garantez ouz ar pez a zo huela hag izela. Hag o veza ne d-eo ket a-walc’h d’e-hoc’h dont da ziambroug ann den fall-ze, pa zeu