Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


3. — Keit ha ma vevimp, nepred ne vezimp diwallet a-grenn dioc’h ann temptasionou, rak enn-omp hon-unan ema grisien ann drouk-ioulou, o veza ma’z omp douget d’ar pec’hed enn eur c’henel. Kerkent ha mac’h ehan eunn demptasion, rak-tal e teu eunn all war he lerc’h ; evel-se e rankomp bepred gouzanv eur boan-bennag, rak kollet hon euz euruzded hor stad genta.

O klask tec’het dioc’h ann temptasionou, kalz a dud ho deuz goude gwasoc’h lamm digant-ho. Ne d-eo ket a-walc’h tec’het evit beza treac’h, red eo d’e-omp gouzanv hor poaniou heb en em glemm, ha beza e gwirionez izel a galoun, evit dont da veza krevoc’h eget hon holl enebourien.

4. — Ann hini a dec’h dioc’h ann drouk heb he zisc’hrisienna euz he galoun, ne d-ai nemeur war wellaat ; enn enep, ann temptasionou a zirollo buhanoc’h war-n-ezhan, hag e vezo gwasoc’h evit diagent.

Mar d-ema Doue enn eunn tu gan-e-hoc’h, e trec’hot gwelloc’h a ze ho kwall-ioulou oc’h ober penn d’ezho nebeud a